Watchmen

Golo an embannadenn amerikan (1987, DC Comics), ha hini an embannadenn vreizhveuriat, amerikan ha kanadian (1995, Titan Books)

Watchmen a zo un heuliad albomoù bannoù-treset amerikan (comic). Er Stadoù-Unanet e vez gwelet evel ur romant grafek (graphic novel). Savet eo bet gant Alan Moore (senario), Dave Gibbons (tresañ) ha John Higgins (livioù). E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e voe prenet gant tud DC Comics gwirioù meur a dudenn pec'hennet gant Charlton Comics, ha kinniget e voe da Alan Moore aozañ un heuliad berr diwarno. Ar gourharozed a voe kemmet un tammig, ha dont a rejont da vezañ Watchmen. Lakaet eo bet da film gant Zack Snyder e 2009.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search